Reolennoù
* Deroù ar c'hrogad
- Pa vez galvet hoc'h anv hag hoc'h hollved, kit war al leur-emgann.
- Kregiñ a ra ar c'hrogad kerkent tizhet al leur gant ar stourmerien.
- Ma n'erru ket ur stourmer e koulz e vez kontet evel un dilez
*Mont en-dro ar c'hrogad
- Mar tagit tud a-ratozh ha n'int ket hoc'h enebourien (arvesterien, tud eus hollvedoù arall...) e c'hallo an dredeoged ober un truchour ac'hanoc'h ha koll e vefet.
- Ne c'hallit kaout skoazell ebet eus an diavaez, e-barzh skoazell danvezel, hud pe sonus (ha pa vefe danvezel, gremmel, hud pe sonel). En abeg da se e vez aliet deoc'h en em gannañ pell diouzh ho takad. A-hend-all e vefe diskred warnoc'h.
- An holl deknikoù a zo aotreet. Gallout a rit dont gant dafar met hoc'h-unan.
* Dibenn ar c'hrogad. Koll e vefet:
- Ma vezit hep anaoudegezh, pe marv e-pad 30 eilenn.
Ma vezit diwar gwel an dredeoged e-pad 30 eilenn. Neuze, chomit tost d' al leur-emgann.
-Ma tiskouezit, en un doare splann,
e roit ho tilez.
Ma vezit skoazellet gant unan eus an diavaez pe graet truchour ac'hanoc'h gant an dredeoged.
*Er-maez eus ar c'hrogad
- En em gannañ a zo difennet-groñs, pell diouzh al leur-emgann zoken.
-Ma 'c'h a unan diwar ar reolenn e vo kaset e strollad a-bezh war e giz.
-Bastet e vo d'an holl ezhommoù (boued, diedoù, aezamantoù, lec'hioù evit prederiañ) keit ha ma c'hall an aozerien o fourchas.
-Ar re gloazet a c'hallo bezañ pareet gant an aozerien goude o c'hrogad diouzh o galloud. Gortoz a raio ar re varv gourfenn an tournamant a-raok bezañ dasorc'het.